Savomp ur gêr a eskemm hag a gendiviz
Par le concierge le dimanche 24 février 2008, 17:30 - Hon raktres - Lien permanent
Sevenadur a dalvez kejañ hag eskemm
- Krouidigezh « Leurenn Max Jacob » (o vodañ ar c’hoariva kozh hag ar skol Louis Pasteur) a vo ul lec’h ma kejo sonerezh, c’hoariva, arzhoù ha stummoù sevenadur kêr.
- Un aotre-tremen « Sevenadur Yaouank » o kinnig distaolioù ha digoustoù
- Abadennoù buhezek er straedoù
- Lakaat e pleustr live 2 Karta « Ya d’ar Brezhoneg »
- Krouiñ ur skinwel lec’hel e servij ar geodedourien
- Reiñ ur skoazell oberiant d’ar c’hevredigezhioù sevenadurel breizhek
- Daougementiñ implij an treuzdougen foran dindan dek vloaz
- Ober eus bali Kergelen ul lec’h plijus, evit an dud war droad, war velo hag an treuzdougen boutin.
- Krouiñ parklec’hioù eskemm war vevenn gêr (Lududu, Dour gwenn) gant monede digoust bep 10 munutenn.
- Diorren ur c’harter-kerzhet nevez, plasenn Douar an Duged, straed René Madeg, straed an Tog ruz.
- Raktresañ ur rouedad hentoù kempoell ha dalc’het kempenn evit ar veloioù ha lakaat veloioù e kerz an holl
- Staliañ bankoù ha privezioù foran e kreiz-kêr.
- Envel un eilmaer e karg eus ar perzhiadur keodedel
- Krouiñ ur C’huzul kumun keodedel, ennañ dileuridi kevredigezhioù hag annezidi.
- Krouiñ ur c’hevelerezh oberiant etre ar Greizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) hag ar c’hevredigezhioù.