Kennerzhañ ar "bevañ-mat-asamblez" hag ar c’hengredoù
Par le concierge le dimanche 24 février 2008, 15:30 - Hon raktres - Lien permanent
Diorren an emrenerezh
- Hollekaat an diferadenn sokial hag hini an endro er c’halvioù da ginnigoù ha skoazellañ krouidigezh implijoù sokial hag ekologel stag ouzh an embregerezhioù kenemprañ
- Skoazellañ an armerzh sokial ha kengred dre grouiñ ur bank kevelourel kêr
- Mirout douaroù evit liorzhioù familh ha kevredigezhel
- Ledanaat servij publik ar bugaligoù dre grouiñ lec’hioù degemer, arsavioù-diwallerezh ha magourioù familh, dreist-holl er c’harterioù nevez
- Skoazellañ ar familhoù war an oad gant diaesterioù, kreskiñ niver a blasoù degemer e-pad an deiz e kreizennoù azasaet, kreskiñ niver a blasoù chomadennoù berrbad ha krouiñ ur servij gward diouzh an noz
- Gwellaat ar vuhez er c’hreizennoù dre greskiñ ar c’hoskor ha krouiñ lec’hioù degemer bourrus
- Reiñ d’an nammidi o flas e kêr, dre aesaat o fiñvadennoù ha dre ziogelaat o mont-tre er savadurioù publik
- Ober eus Kemper ur gêr a yec’hed
- Staliañ obererezhioù diarbenn evit an holl ha diorren obererezhioù korf (kerzhed, sportoù).
- Kaout boued bio e pretioù ar gumun evit stourm ouzh an debriñ fall.