Hentoù nevez evit ur Gêr vev ha startijenn ganti
Par le concierge le dimanche 24 février 2008, 14:30 - Hon raktres - Lien permanent
ur gêr o krouiñ implijoù padus
- Krouiñ un hentad armerzhel klok troet war an diorren padus
- Reiñ lañs d’ar stummadurioù kalvezel uhel ha heñchañ ar stummadur micherel war-du ar micherioù-se
- Kregiñ gant an diorren padus dre zigeriñ un Ti an Annez hag an Energiezh (rodoù-avel, an heol, kaoterioù koad) ha skoazellañ ar gennad dre an urzhiadoù-prenañ publik
- Ur gwir Ajañs Diorren Armerzhel a vodo an aozadurioù skoazell d’ar c’hrouiñ embregerezhioù ha kemer a raio e karg an arglaskerezh armerzhel.
- Skoazellañ ar frammoù o labourat evit krouiñ ur gwerzh ouzhpennet brasoc’h er gounezvouedel
- Reiñ an araezioù teknikel, koskor hag arc'hant d’ar c’hluboù (geotegoù nevez ha suraat an dachenn rugby e sportva Koad Ligavant)
- Talvoudekaat statud ar youlad dre ar stummadur ha krouiñ ur gartenn-gêr ar youlad, o kinnig un distaol 50 % war an holl vanifestadegoù sportel ha sevenadurel
- Pourchas araezioù (savadurioù ha dafar) d’ar skolioù evit ur mont en-dro a-zoare
- Diorren obererezhioù sevenadurel ha sportel kêr e savadurioù ar skol e diavaez an amzer gelenn
- Skoazellañ ar buheziñ dre grouiñ ul lusk sevenadurel ha sportel davet ar re yaouank
- Diorren ar c’hinnig lojeiz berrbad ha lakaat ar busoù digoust evit ar studierien
- Kreñvaat ar greizenn skol-veur o tegemer stummadurioù nevez