Da breder hollek , ober lec'hek evit ur gêr atebek e-keñver ekologiezh
Par le concierge le dimanche 24 février 2008, 16:30 - Hon raktres - Lien permanent
Kêraozouriezh ha lojeiz : espernioù
energiezh ha kemmesk sokial da breder kentañ
- O kemer harp war an aozadurioù Lojeiz Dereat e Feurm (LODEF), adlañsañ lojeizioù heberzh, dizispign a energiezh evit ar feurmer
- Ar meizad « eko-karter » a vo graet gantañ evit an holl steuñvoù terkañ nevez : miret e vo douaroù, mestroniet e vo astennedigezh ar gêr a-benn mirout tachennoù evit ur gounezerezh douar bev.
- Evit ar pezh a sell ouzh an energiezhioù nevezus : skoazellañ an intruduioù produiñ ha war-lerc’h ur diagnostik, bukañ war emrenerezh ar savadurioù publik dindan 10 vloaz.
- Beveniñ saotradur ar bruderezh hag ar gouleier e kêr.
- Ret eo deomp kreskiñ an espernioù beveziñ : ober un diagnostik eus ar bevezerezh kêr ha broudañ da zigreskiñ an dispign (dre ziskenn ar wask er sanioù)
- Teurel evezh eus perzh mat an dour, evit ma vo evet dour ar c’hog gant an holl
- Merañ dasparzh an dour gant ur vererezh kêr
- Hollekaat dastum diuzel an dilerc'hioù, hag ivez e-kreiz kêr (dastum ar c’hartonsoù)
- Staliañ dastum al lastez-ti evit tennañ gremm dre rotel ha dre vetanaat ha dastum ar glazach dre garter
- Staliañ un taos « lastez » jedet hervez ar pouez
- Digeriñ ul liamm evit an dud war droad ha war varc’houarn a-hed an Oded war-du ar Stangala
- Prenañ traonienn Kermabeuzen evit ma vo ur skouer eus ar merañ bevliesseurted ha gwarez takadoù gleborek
- Krouiñ ul liorzh-kêr plasenn an Tour d’Auvergne ha goloiñ gant struzh talbennoù C’hoariva Kerne
- Gwareziñ ar bevliesseurted dre verzañ an dilastezerioù er servijoù.