Ar gumuniezh tolpad-kêrioù
Keit ha ma sav budjed ar gêr da 92 milion euro, ez a hini ar gumuniezh tolpad-kêrioù da 76 million euro. Meret e vez muioc’h-mui a varregezhioù (lastez, treuzdougen, armerzh, poulloù-neuial, lennpublik) gant ar gumuniezh. Gant ar gumuniezh e rank an aferioù sokial, ar bugaligoù, an dour bezañ meret ivez en amzer da zont.
D’an 9 ha 16 a viz Meurzh, emañ ar c’humunioù o vont da zilenn ar c’huzulioù-kêr a zibabo war-lerc’h dileuridi ar gumuniezh. Un divigad a zemokratelezh a zo aze rak dre hon votadenn ne zilennomp ket war-eeun ar re a vo e karg eus an aferioù a sell ouzh hor buhez pemdeziek.
Goulenn a reomp ma vo ul lezenn oc’h ensaviñ e vo dilennet kuzulierien ar c’humunioù gant an holl war-eeun.
O c’hortoz al lezenn-se e tisplegomp en hor program-kêr evit Kemper an teuliadoù a raimp hor gwellañ da zifenn e diabarzh ar gumuniezh tolpad-kêrioù
________
Her c'houzout a reomp holl : ur gêr vrav eo Kemper. Niverusoc’h-niverusañ omp bremañ ivez o soñjal e tenn betek re d'ur "goantenn-en-he-c'housk". Startoc'h-startañ eo kavout un implij enni ha tonket eo ar re yaouank da gemer labourioù diasur pe da gimiadiñ. Un torrpenn gwirion evit ar re a zo re izel o leve eo kavout ul lojeiz bennak e kêr. War dachenn ar buhezekaat, ha daoust da strivoù kevredigezhioù 'zo, emañ c'hoazh Yann pell eus e gazeg.
Gant ur skipailh tud mennet start skoaz-ouzh-skoaz e kinnigan deoc'h sevel ur gêr vev !
UR GÊR GENGRET ma kemero an termen « asamblez » e ster gwirion : dre ma kavo tud yaouank pe goshoc'h o lec'h enni : dre ma vo -koulz er c'harterioù hag e kreiz-kêr - annezoù foran da feurmiñ a glokao rouedad an tier prevez : dre ma c'hello ar re diaes dezho kerzhout mont-dont hervez o c'hoant, evel an holl.
UR GÊR BRAVOC'H C'HOAZH HA LAÑS GANTI , ar c'hoc'hu nevesaet en he c'hreiz , gwir geflusker a vuhezegezh ; ha war blasenn an Tour D'auvergne al liorzh-meur foran hirc'hortozet gant Kemperiz.
UR GÊR A SAVIMP ASAMBLEZ ER C’HENLABOUR : dilennidi, keodediz, embregerezhioù, ha kevredigezhioù, diouzh ur steuñv "agenda 21".
UR GÊR VREIZHEK a zalc'h d'he digoradur war ar Bed-holl, stad enni eus he finvidigezh sevenadurel, mennet he zud d'he diorren muioc'h-c'hoazh.
UR GÊR EKOLOGEL emskiantek eus he c'hiriegezh e keñver ar c'hemmoù-hin hag ar bevzispennadur. Reiñ a raio e lec'h dereat d'an dezougen-stroll. Aketus war espern an dour, an energiezh hag an egor, en em harpañ a ray war ar servijoù foran evit talañ d'hor goulennoù.
UR GÊR EUS AN NEVESAÑ a raio he mad eus meziantoù dizalc'h, a roio harp d'an diorroadur hirbad, a ambrougo ar c'hlask war ar werzh ouzhpennet, a raio klaoustre war ar stummañ hag an hentennoù ekonomikel o toujañ d'an endro evit krouin postoù-labour
Adal an 9 a viz Meurzh, ar gêr vev-kaer-mañ a vo savet a-gevret ganeoc'h,
D'an 9 a viz Meurzh, votit evit warc'hoazh !
Daniel Le Bigot